Stajoù c’hoariva evit ar vugale

Da geñver vakañsoù Kala-goañv, an Ened, ha Pask, kinnig a ra Ar Vro Bagan stajoù c’hoariva e galleg hag e brezhoneg evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz.

4 abadenn azalek 10eur hanter betek kreisteiz, en Hellez, Ti Ar Vro Bagan, e vez graet ar c’hoariva gant ar vugale, koulz e brezhoneg hag e galleg.

Goulennet vezo digant ar vugale :
Labourat gant ar c’horf hag ar spered,
C’hoari tudennoù disheñvel,
Deskiñ doareoù ar c’hoariva,
Alaniñ en un doare reizh ha mestroniañ ar vouezh,
Derc’hel soñj eus un destenn.
Ha c’hoazh, pinvidikaat ar yezh ha gwellaat an distagadur.
Deskiñ en em lec’hiañ war al leurenn,
Doujañ d’ar re all, d’un destenn
Selaou ha bezañ war evezh.
Ijinañ ha krouiñ gant ar re all.
Aozañ pep tra evit sevel ur arvest bev : ar c’hoari, al leurenniñ, ar gwiskamantoù, ar c’hinkladur.

Goude labourat avat, e vez kinniget un arvest berr dirak ar gerent, ar familh hag ar vignoned.
Savet e vez ur c’hinkladur, lakaet gouleier ha sonerezh ha gwisket ar vugale gant dilhajoù c’hoariva.
Ur gwir abadenn c’hoariva ! Ha bec’h d’ar c’hoari !!! Un tammig aon, plijadur, Ha dao !!!