Kentelioù Brezhoneg

Ouzhpenn 40 vloaz e ro Ar Vro Bagan kentelioù brezhoneg. Ar bloaz-mañ : 45 den o deus heuliet ar c’hentelioù. Erik Rivoalen ha Goulc’han Kervella eo a ro ar c’hentelioù.

D’ar meurzh etre 6eur hanter ha 7eur hanter : evit an trede live.
D’ar meurzh atao etre 7eur hanter hag 8eur hanter : evit an eilvet live.
D’ar sadorn etre 9eur hanter hag 11eur : evit al live kentañ.
D’ar sadorn etre 11eur ha kreisteiz : evit an eilvet live.
D’ar sadorn etre 9eur hanter hag 11eur : evit al live 3.
D’ar sadorn etre 11eur ha kreisteiz : evit al live 4.

Ar Priz evit ar bloavezh : 120€ + 17€ evit ar gartenn Ezel.