Ar Bonedoù Ruz

Freuz braz e Breizh e 2013.

E 2013 ez eus bet freuz braz e Breizh, a-enep an tailh nevez, an Eco-Tax. Bonedoù ruz a oa gant ar Vretoned war o fenn.
Piou oa ar Bonedoù Ruz kentañ?
E 1674, evit kaout arc’hant da c’hellout ober brezel e Bro-Holland, e lakeas Loeiz XIV hag e vinistr Colbert, tailhoù nevez, war ar paper-timbr, al listri-staen hag ar butun.

Sebastien Ar Balp a oa e penn emsav ar Bonedoù Ruz

E 1675 e savas ar Vretoned a-enep an tailhoù-se : e kêrioù Breizh-Uhel, Roazhon ha Naoned; hag e Breizh-Izel, e Bro-Vigoudenn hag e Kreiz-Breizh dreist-holl.
Sebastien Ar Balp, noter e-kichen Karaez, a oa e penn emsav ar Bonedoù Ruz, ano ar Vretoned savet a-enep an tailhoù nevez hag an noblañsed. Lazhet e voe d’an 2 a viz Gwengolo.
An dug De Chaulnes, gouarnour Breizh, a lakeas ar Vretoned de blegañ o choug. Echu oa, pelloc’h, gant ar Bonedoù Ruz. Ar Balp avat a oa choet beo e kalon a Vretoned, evit bezañ labouret evit e bobl hag e vro Breizh.

PLISTIN
PARK AN DOUR MEUR
20-21 a viz Gouere 2019 da 10e noz
PLOUGERNE
KOREJOU
02-03-04 a viz Eost 2019 da 9e30 noz

Billetterie Bonnets Rouges Plouguerneau