Ti Ar Medisin

Emañ an aotrou Gwion Berrou, doktor-medisin, e tigemer tud klañv en e di. Klevet a reer anezho o komz kenetrezo en ur c’hedal o zro. O gwelet a reer pep hini d’e dro gant ar medisin.
Ganig Keruhella, ur medisin war e leve a zo deuet ivez da gaout an aotrou Berrou. Ur mignon kozh dezhañ hag en doa kuitaet ar vicher evit sevel ur strollad c’hoariva brezhoneg. Ha marvailhoù ganto o-daou diwar-benn medisinerezh ha diwar-benn ar pezhioù o doa c’hoariet asambles en o yaouankiz. Pezhioù-c’hoari o tennañ d’ar c’hleñvejoù ha d’ar vedisined, just a-walc’h. Neuze e vez gwelet a bep eil pennadoù eus ar pezhioù-c’hoari-se.