Kof ha kof

Kontañ ra Kof ha kof istor un ostaleri vihan eus an Arvor o tont da vezañ sal-zañs ha boest-noz, diwezhatoc’h.

Arvest I
Deiz Meurlarjez e 1932, e ostaleri Sav-Heol, dalc’het gant Laouig ha Soaz. Emeur oc’h aozañ ar gouel. Ur pesketaer hag ur martolod-brezel a zo o klask kaout Finn, ar verc’h-henañ, da fortuniañ.

Arvest II
Miz gouere 1954. Inouet eo Jaïg, mab Finn, er vro. Klañv eo defod mont da Bariz. Touristed e-leizh a zo krog da zont d’an aod. ‘Benn ar fin e chomo Jaïg er gêr hag e kresko an ostaleri evit ober ur sal-zañs, « Kalypso ».

Arvest III
E 1976. Fall ar stall gant ar balioù. Dont a ra « Kalypso » da vezañ ur voest-noz, « Ar Pifoun »

Gant Yvon Etienne ha Jacky Bouilliol eo kaset ar c’hanaouennoù hag ar sonerezh en-dro. Lakaet e vez an dud da zañsal er sal.

 

 

LOPEC’HED
Sal An Trimaran
20 a viz Here 2019 da 3e