Enez al legumaj

Ur wech e oa un enez vrav e Breizh.

Pinvidik-mor a oa an dud. Douar-mat o doa da labourat. Arc’hant bras a c’hounnezent o werzhañ legumajoù.
Un devezh e voe aloubet an enezenn gant konifled (lapined). Debret al legumaj ha rivinet an dud. Petra ober ? Kinnig mil pezh aour d’an neb a gasfe ar c’honifled kuit. Dont a reas ur sonerez fleüt ha sachañ war-he-lerc’h al loened er-maez eus an enezenn. Setu o legumaj o tiwan adarre hag an dud deuet da vezañ pinvidik en-dro. Ur pennad war-lerc’h setu ar sonerez fleüt o tont war he c’hiz da c’houlenn he gopr…