Maro evit ar vro

Setu ar pezh a vez lennet war Monumant ar re varo, bet savet war lerc’h ar brezel 14. Miz eost 1914, seniñ a ra ar c’hleier-galv. Diskleriet eo ar brezel.
Ret oe d’ar baotred a-zevri o tournañ war ar maez, kregiñ en o fusuilhoù ha bale da vont da zifenn ar vro.
« Ne bado ket pell en amgann. A-benn Nedeleg e vezimp distro d’ar gêr ha prest adarre da gregiñ en alar ». Ya moarvat !
Ouzhpenn pevar bloaz e pado ar gigerezh. Ouzhpenn 130 000 breizhad a vezo falc’het gant an ankou e kreiz o yaouankiz pe e barr o brud
Lizhiri o deus bet kaset ar soudarded d’ar gêr e-doug ar pevar bloavezhiad brezel ; ha skrivet kaieroù e-touez ar fank hag ar pri, ar gwad hag an daeloù.
Diwar al lizhiri hag ar c’haieroù-se eo bet savet ar pezh c’hoari-mañ, ar soudarded o skrivañ, ar merc’hed o lenn al lizhiri.
« Pa soñjan ez oa tud a grede lavaret en defe graet vad ar brezel !
Diskouezet em eus, gwir eo, an tu-enep, an tu-gin eus ar brezel : rak kaer em eus bet sellet ha kompren n’em eus ket gwelet an tu brao anezhañ ».